KREIZENN ABHERVE

AR PREZEGENNOÙ



Bez ez eus prezegennoù ha prezegennoù a-zoare, me a lar deoc'h ! Pedet eo tud  laouen da gaozeal diwar-benn traoù a blij dezho : an istor dreist-holl med ivez an disavouriezh hag a bep seurt a benn ar fin. E gwirionez e vez kinniget prezegennoù diwar benn danvez dibabet gant an dud.
Ar prezegennoù a dalv ar boan da vezañ heuliet, a 'gav din, ha ne gouskont ket ker : 2 € evit an izili ha 4 € evit an dud n'o deus ket ar chañs da vezañ ezel. 
Deuit niverus neuze ha na ankounac'hait ket ho moneiz ! Bep abadenn a bad 1e hanter d'an nebeutañ. Ur banne kafe a vo profet deoc'h evit ober un ehan e-pad an abadenn pe goude ar brezegenn.


Ur brezegenn diwar-benn Anatole Le Braz a zo bet roet deomp gant Georges Le Moël, arbennigour brudet oberenn Anatole, d'ar sadorn 9 a viz kerzu 2006. Evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg hon eus desket an traoù-se :

Anatole en deus cheñchet e anv evit adreiñ dezhan e liv breizhek, da lavaret eo tremen eus Le Bras da Le Braz.

E-touez an arvesterien (ne oa ket kalz a dud siwazh) ez eo deuet buan a-walc'h ar goulenn-mañ : n'eo ket bet skrivet kalz e brezhoneg gant Anatole ha perak ta ?
Anatole a oa brezhoneger a-vihannik; Ur mailh war ar brezhoneg e oa ha dre-se ez oa gallet dastum mojennoù a bep seurt gant tud ne ouie nemet ar brezhoneg. Med ne oa ket barreg evit skrivañ ar brezhoneg ha pa vezer un den desket ha stummet e skolioù uhel eveltañ ne c'heller ket skrivañ en ur ober fazioù. Pouezus eo lavarout ne oa ket peurunvanet c'hoazh ar brezhoneg d'ar c'houlz-se. Bez ez eus tu da gavout koulskoude tra pe dra skrivet e brezhoneg gantañ. Georges Le Moël en deus renablet ar skridoù-se e-barzh e levr "Anatole Le Braz se raconte". 


Dedennus-kenañ eo bet an abadenn graet gant Celestin Ar Rouz. Tost 50 den a oa deuet da welout an abadenn ha da gejañ gantañ. 

Douget eo d'an doujañs ouzh an endro abaoe pell 'zo ha c'hoant en doa diskouez d'an dud pegen bresk eo deuet da vezañ hon dazont war an tamm-douar mañ ma vez kendalc'het gant hon doare da vevañ : ar bevezerezh hep soñjal gwareziñ ouzh an endro ne c'hell ket padout. 

        Ur skeudenn, e-touez kalz a re all roet gantañ, a laka da brederiañ (ha se oa pal kuzh ar prezegenner) : bremañ n'eus ket ken tu nac'hañ e teu da vezañ tommoc'h-tommañ an hin.  "Ma, gwelet e vo" a lavar an dud mui pe vui met e gwirionez pa vez tapet an derzhienn ganto ne ket re boanius ma z eo un derez pe zaou uheloc'h o korv hepken, gwir eo, un tammig skuizh int ha setu tout. Met ma kendalc'h an derzhienn da greskiñ ha ma ne vefe un derezig nemetañ ouzhpenn e cheñch an traoù :  evel-se e c'hoarvez gant hon planedenn. Beteg-henn he deus gouzanvet tamm pe damm ar pezh oa graet dezhi gant an "den modern" med pegeit e pado an dra-ze ? ur c'hempouez etre hon ezhommoù hag an endro a rankomp kavout neuze hag an dra-se a dremen dre ar gremmoù nevezus.

        E kenver an dibaboù e tle bezan graet dibab gremmoù* a glot gant al lec'h, da lavarout eo n'eus ket un diskoulm hollek, a lar deomp Celestin Ar Rouz : pep hini a rank ober gant pinvidigezh al lec'h ma chom ennan (an avel dre skouer e Breizh). Da bep hini da gregiñ ganti ar c'hentan gwellañ. N' eo ket efedus dre vras d'ober gant un danvez hepken, gwelloc'h ez eo deomp ober gant maread a danvezioù a bep seurt.

       E kenver ar gremm nukleel e Breizh en deus bet keuz ar prezegenner ne oa ket bet kendalc'het, peurechuet ar stourm gant an dud evit bountañ ar pennoù braz da glask diouzhtu nerzhoù nevez all. Edo poent da lakaat an traoù da vale gant ar gremmoù nevez, un degouezh c'hwitet siwazh !. Evit ar pezh a sell ouzh an afer-se ne chom deomp nemet hon daoulagad da leñvañ !  


 

distreiñ e krec'h ar bajenn