KREIZENN ABHERVE

Pal ar gevredigezh

Dre vras, petra a c'hellomp lavarout diwar-benn ar pal zo ganti ? 

lakaat bevañ sevenadur liesseurt hon vro da lavaret eo sevel da eur stad uheloc'h tachennoù evel istor Breizh, yezhoù Breizh, savouriezh, lennegezh, livouriezh, kanerezh, kinklerezh ha me oar me...

Evit klask ober an dra-ze ez eo bet divizet lakaat da gostez  ar politikerezh. 

E gwirionez, a-dreñv ar pal-ze ez eus ur pal all evel e pep kevredigezh : lakaat an dud d'ober daremprejoù etrezo.