KREIZENN ABHERVE

war ar bajenn-mañ e vez meneget ar pezh a vez graet hag ar pezh a vo graet enni.


Ur blog

Un doare nevez d'ober gant ar genrouedad zo, Web 2.0 a vez graet anezhi. Da lavarout eo un doare nevez d'ober asamblez evit mont war raok. Un tammik en ur spered-se hon eus bet c'hoant da sevel ur blog kentoc'h eget kenderc'hel gant ul lec'hienn ordin pourvezet gant ar webmaster nemetañ.

Ar c'heleier a vo lakaet neuze gant ezel-mañ-ezel a yelo an eil re war ar re all hervez an deiziad ma vo lakaet. Teuliadoù a vo memestra evit renkañ an traoù. (pennadoù-skrid e brezhoneg pe e galleg a vo).     

Amañ emañ ar blog. 



Prezegennoù 2010 / 2011

Prezegennoù a vo evel boaz (d' ar Sadorn, adalek 2 eur 30, 2 € evit an izili ha 4 € evit ar re n'o deus ket ar chañs da vezañ ezel):

D'ar sadorn 23 a viz Here 2010 da 2 eur 30 d'abardaez: dodenn: "Traditions populaires de Bretagne au sujet des arbres et des plantes / Gizioù ar pobl e Breizh diwar-benn ar plant hag ar gwez" ( prezegenn teiryezheg brezhoneg//gallaoueg/galleg )
kaset en-dro gant Daniel Giraudon

D'ar sadorn 20 a viz Du 2010 da 2 eur 30 d'abardaez: dodenn: "Identité nationale bretonne? Avec les pierre de notre identité nous pouvons construire une route ou bâtir une prison"  
kaset en-dro gant Jean-Pierre Le Mat

D'ar sadorn 19 a viz C'hwevrer 2011 da 2 eur 30 d'abardaez: dodenn: "Le château de Tonquédec et la famille de Coëtmen à la fin du moyen-âge ( XIVème et XVème siècles )"  
kaset en-dro gant Patrick Pichouron

D'ar sadorn 19 a viz Meurzh 2011 da 2 eur 30 d'abardaez:: dodenn: "Ar c'hontadennoù kontet gwechall ha Jañ-Louilh ar Roland, marvailher kernevat"  ( prezegenn e brezhoneg )
kaset en-dro gant Jef PHilippe


Emvod meur d'ar merc'her 5 a viz Genver 2011

Pedet oc'h da zont d'ar greizenn evit emvod meur ar gevredigezh da 6 eur noz (rentañ-kont war pezh a zo bet graet etre miz Gwengolo 2009 ha miz Eost 2010; raktresoù evit ar bloavezh-mañ.

Un digor-kalon a vo profet deoc'h da heul an emvod

DIELLOÙ

Ur follenn nevez hag a servij evit lakaat an traoù pa vezont deuet un tammik kozh. Evit tapout ar follenn-se , klikit war ar follenn degemer e-barzh ar rann titouroù.

ar follen-se end-eeun

Traoù all

war al lec'hienn e vo kinniget, lec'h mañ lec'h, traoù evit izili ar gevredigezh, da lavaret eo ne vo ket tu evit ar re all da welout anezho. War ar pajennoù-mañ e vo luc'hskeudennoù, da skouer, ha bez ez eus tud n'o deus ket c'hoant diskouez o fenn d'ar bed a-bezh. "tachenn an izili" a vez graet anezhi. Gallout a rit goulenn ganin, dre bostel,  ar pezh a zo ezhomm evit digeriñ ar pajennoù-mañ.