ABHERVE

An drouiz «Abherve»

Bloaz goude, e miz gouere 1899, ez eas Vallée da Vro-Gembre da arvestiñ ouzh an «Eisteddfod» hag ouzh Goursez ar Varzhed e oa e Kerdiz. Gantañ e oa ur c'hannadur a bennoù bras evel Anatol ar Braz, Charles ar Govig, ar sonaozour Bourgault-Ducoudray, Erwan Riou, maer Kêr-Wengamp, Markiz an Estourbeilhon, Fañch Jaffrennou hag all. Du-hont eo, e-kerz Goursez ar Varzhed e voe degemeret Vallée da varzh hag  « Abherve » a voe graet anezhañ. Antronoz, gant un nebeut tud all, e voe pedet, evit ur sizhunvezh bennak, da Llanover Hall, e kastell lady Herbert, merc'h Charlotte Herbert troerez ar Mabinogion.
Pa voe savet Goursez Barzhed Breizh Vihan e Gwengamp, e 1900, e voe anvet da zrouiz ar wech-se, dindan an hevelep anv, ha goude-se e chomas feal d'ar C'hoursez, o sinañ e skridoù Abherve betek fin e vuhez.

Ar yezhadurour hag ar geriadurour

Bras-tre e voe levezon Vallée war dachenn ar yezhadurezh hag ar c'heriadurezh. Kenlabourat a reas gant kement kelaouenn a rae kalz pe nebeut war-dro ar brezhoneg daoust pegen disheñvel e voe o spered eus Annales de Bretagne da Vreizh Atao. E 1902 e lakaas moulañ dre bennadoù e Leçons élémentaires de grammaire bretonne er gelaouenn Kloc'hdi Breiz a-raok reiñ anezho da adembann, e 1909, e stumm ul levr a reas berzh bras hag a voe moulet dek gwech. Kentañ mouladur ul labour-all, La langue bretonne en quarante leçons, a zeuas er-maez e 1909 ivez. E 1941 e oa advoulet evit navet gwech. Dudius e ve gouzout pet mil den o deus klasket deskiñ ar brezhoneg gant sokour al levr-dorn-se a c'houlenn Fañch Elies. E 1907, gant e vignon eus Sant-Brieg Emil Ernod, e krouas Emgleo ar Skrivagnerien evit bodañ ar re-mañ ha klask reizhañ hag unvaniñ an doare-skrivañ. War-lerc'h an dra-se e voe degemeret, e 1908, ur reizhskrivadur nevez evit Kernev, Leon ha Tregor hag a voe graet K.L.T. anezhañ. E 1912 e heulias digevrididi Kevredigezh Vroadel Vreizh o doa krouet Unvaniezh Arvor renet gant an arzour ha barzhonegour Jos Parker. Eñ an hini eo c'hoaz a voe karget  eus kudennoù hor yezh

Sammet e oa Vallée, evel-just, gant an holl gargoù-se, e skridoù kaset d'an holl gelaouennoù hag all. Daoust da se, o vezañ re skort d'e veno geriadur ar Gonideg, kresket gantañ koulskoude ha moulet dre e aket, e stagas hep koll amzer da zastum an danvez evit sevel oberenn vrasañ e vuhez, ur Geriadur braz ar brezoneg a vo moulet e 1931 hepken. Daou anv all a vezo skrivet e-kichenn e hini war ar golo : Meven Modiern (Reun ar Rouz) hag Emil Rernod. Gant an hini-kentañ, a veze o chom e Porzhig, nepell diouzh Sant-Brieg, e savas Vallée an Notennoù diwar-benn ar Gelted Kozh. Anezho 12 levrig a voe embannet etre 1911 ha 1923  evit skoazellañ ar skrivagnerien da ober gant gerioù nevez pe ouiziek. Gant an daou zen-se, Meven Modiern hag Emil Ernod, e lakaas moulañ, gant ar sinadur « X³ »  un oberenn all, Sketla Segobrani hag a zanevelle buhez ur brezelour kelt en henamzer. Gant e c'heriaoueg arnevez e voe pouezus levezon al levr divoas-se war ar skrivagnerien yaouank. Geriadur bras ar brezhoneg an hini eo, avat, a dalvezas da Vallée da vezañ lesanvet Tad ar yezh gant an holl.

Abherve, deuet da vezañ kabac'h ha bouzar-glez a yeas da chom da di leanezed Sant-Laorañs, ur fabourz eus Roazhon tro-dro d'ar bloavezh 1938. Eno e poanias c'hoaz da greskiñ e c'heriadur. Un daouzek bloavezh bennak e chomas e Sant-Laorañs, krignet tamm ha tamm gant ar gozhni, a-raok mervel d'an 3 a viz mezheven 1949, d'e 89 bloaz, keuz dezhañ gant an Emsav a-bezh. Ar breur Seite, a welas anezhañ un nebeut amzer a-raok e varv, en deus kontet e emweladenn ziwezhañ gant an den kozh :  Ur eurvad am eus bet da welout Frañsez Vallée un nebeut sizhunioù a-raok e varv... N'eo ket ur c'hlañvour toc'hor eo a gavis eno, met ur c'hoziad laouen divorfil-kaer e spered, atav darbaret gant e laborioù brezhonek, daoust dezhañ bezañ dall ha pounner-glev. An eurvezh a dremenis en e gambr a zo bet un un eurvezh pouezus evidon. E alioù hag e gomzoù diwezhañ a chomo  garanet don em spered.

« Aotrou Vallée, emezon, en ur gimiadañ dioutañ, ur blijadur hag un enor vras eo bet din ho kwelout. Ho skouer dispar a labourer hag a stourmer kalonek a vo un nerzh evidomp-ni...» Hag e troc'has ar c'hozhiad evel-hen : «Na  gomzit ket ac'hanon. Me n'am eus graet netra. Klasket em eus hepken, gant un nebeut mignoned, Meven Modiern dreist-holl, ober un dra bennak.» Hag e lavaris kenavo d'an den meur izelek hep gouzout, avat, e oa an hini diwezhañ er bed-mañ. [1]

Beziet eo an hini a roas e anv da Greizenn Sevenadurel Sant-Brieg, er gêr-se, e bered Sant-Mikael, tost d'e vignon bras Meven Modiern marvet c'hwec'h miz hepken araozañ.

An den

Al luc'hskeudennoù, an tresadennoù a ziskouez atav Abherve evel ur c'hoziad gant ur barv gwen, klañnv-diglañv bepred, kromm dindan pouez an oad. Ur fazi bras e vefe soñjal ennañ evel-se. Biskoazh ne voe «Tad ar brezhoneg» ur razh levraoueg met aotreet omp da vezañ souezhet un tammig pa zispleger deomp ez eo bet un denig dister-se troet gant an embregerezh-korf ha sportoù e amzer. Perzh en deus kemeret, war a lavarer, e kentañ redadegoù kezeg-houarn e gorn-bro, war ur «bi bras» ouzhpenn-se. Tennañ a rae gant ur wareg en e liorzh pe zoken er pradoù en dro da Sant-Helori pa 'z ae da welout e vignon Meven Modiern ha n'eo ket hep abeg e savas, e 1942, p'edo endeo e Sant-Laorañz e-kiche Roazhon, ul levrig diwar-benn Ar Gwaregata hag un all tost goude o plediñ gant C'hoari ar vaz, rak ar vicher-se ivez e oa anavezt gantañ.

Peseurt den e oa e gwirionez eus Frañsez Vallée ? Fañch Elies, a zarempredas e di e-pad un dek vloaz bennak a skriv : « N'hellan ket kavout evitañ diskleriadur spisoc'h eget hemañ : une ene bugel, reishoc'h marteze e ve lavarout un ene sant. C'hoant bepred tremen hep feukañ nikun. Divrezelgar mar deus bet unan war zouar Breizh, aboae amzer ar forbaned dichipot a voe hon tadoù, daoust dezho da vezañ kristenien kerkouls alies hag ar visioneren a gased eus Roma da zeskiñ dezho seveniñ gouel Pask en amzer ret (...) Vallée ivez a oa ur c'hristen mat daoust d'e eskob ha da goskor hemañ da vezañ sellet outañ evel ouzh un doare disivouder dre ne oa gall tamm ebet. Hegarat-dreist ha madelezhus ouzh kement hini a rae war-dro ar brezhoneg, prest da welout an tu mat e pep den. Kasoni ouzh enebourien e yezh hag e vroad ? Ne gredan ket. Treiñ a ra diwarno e selloù ha netra ken. Ne felle ket dezhañ lenn Kipling (...) dre m'en deus hemañ graet eus Kim, mab d'un Iwerzhonad e Bro-Indez, ur spier e servij e Verudez Predenek. Ur C'helt glan e oa eus Frañsez Vallée ha netra ken. En e vleud en Iwerzhon. En e vleud e Bro-gembre. Eus Bro-C'hall meneg ebet. »

logo celte

Setu a den a voe dibabet evit reiñ e anv da Kreizenn sevenadurel Sant-Brieg. Diaes e oa kavout gwelloc'h. Spi hon eus, oc'h embann al levrig-se, reiñ da anavezout un den a stourmas betek e varv evit ma vo diwallet ha savetaet yezh Breizh, hag ivez reiñ d'ar re yaouank c'hoant kerzhout war e roudoù. Ar pezh a reomp e Kreizenn Abherve abaoe 34 vloaz.

Lukian RAOUL
distreiñ e krec'h ar bajenn

[1]. Stivelloù Brec'hellean, niv 15, miz gouere 1949, p. 11.

Valid XHTML 1.0!