KREIZENN
ABHERVE
AL LEVRAOUEG
Bez ez eus ul levraoueg e kreizenn Abherve ha me a lar deoc'h ez eus levrioù dedennus enni. Skrivet e galleg pe e brezhoneg, a bep seurt zo : romanchoù, danevelloù, levrioù istor, banneoù-treset ha me oar me.
Evit an hini hag en deus c'hoant gwellaat e vrezhoneg ez eus tu d'ober o lenn levrioù gant Roparz HEMON, jakez RIOU, Youenn DREZEN, Yeun ar Gow, Yann GERVEN, ABEOZEN hag all... Koumanantet eo ar gevredigezh ivez : Bremañ, Brud Nevez, al Liamm, Hor Yezh, Ya, hag ankounac'haat a ran darn anezho. Deuit da welout !
N'eus ket tu avat da amprestiñ ar c'helaouennoù (nemed ma vefe gentil tre gant ar levraoueger hag a zo un tammig dipitet da welout ken nebeut a dud bep sadorn e-barzh ar sal).
Al levraoueg zo digor bep sadorn eus 10e 30 da greisteiz.
Evit lakaat war wel ar pezh zo kinniget el levraoueg eo lakaet amañ listenn al levrioù (stumm pdf pe stumm ods). Gallout a rit, m'ho peus c'hoant, klask levr pe levr er gêr ha dont da c'houde kerc'hat al levr dibabet.
Amañ, m'ho peus c'hoant, gerioù-kroaz.

