ABHERVE

E Sant-Brieg gant Jaffrennou

Er bloavezh 1890, pa gemeras an aotrou Adolf Vallee e retret evit bevañ war e leve, e kuitaas e holl diegezh Benac'h evit dont da chom da Sant-Brieg, straed Sant-Benead, niv.37. Frañsez Vallée,  klañvidik bepred, a heulias evel-just e dud, ur pal hepken en e spered, labourat war hag evit ar yezhoù keltiek ha, dreist-holl, ar brezhoneg. Evel meur a stourmer war ar yezh eus ar mare-se, Ronan ar Rouz (Meven Modiern), Loeiz Paol Nemo (Roparz Hemon) hag all.., e vanas dizimez  Vallée e vuhez-pad. Pa varvas e dad, e 1894, e chomas gant e vamm betek marv houmañ e 1922, o vevañ, disoursi, diwar un tammig leve.

Emezelañ a reas e Breuriez Breiz hag, e 1895, e vez kavet e anv evit ar wech kentañ e kannadig ar gevredigezh-se, dindan ur studiadenn c'hallek anvet La langue bretonne et les écoles. Exclusion systématique du breton de l'enseignement primaire. Nebeut amzer goude e oa anvet da sekretour ar Strollad evit gwareziñ ar brezhoneg.

Tost goude, dre hanterouriezh e vreur yaouank Olier Vallée, e kejas gant Frañsez Jaffrennou, an drouiz-meur da zont. O daou e oant skolidi e Sant-Charlez   Sant-Brieg.  Kontañ a reas Jaffrennou, en e eñvorennoù, e emweladenn gentañ gant Vallée : ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunededoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.

"C'hwi eo Frañsez Jaffrennou  ? emezañ din e brezhoneg.

- Ya, emezon-me.

- Ha mat neuze. Da eo ganin dont d'ho kwelout. Ma breur yaouank Olier en deus komzet din diwar ho penn. Mar keret, ma n'hoch eus «koresponter» ebet e kêr Sant-Brieg, me a c'houlenno digant ar Rener hoc'h aotreiñ da zont da di ma mamm bep sul kentañ ar miz...

- Ho trugarez a greiz kalon, Aotrou Vallée. "[1]

An derou e oa ur c'henlabour a badas bloavezhioù ha bloavezhioù. Evel-se, e teuas a-benn, a-gevret gant Jaffrennou, da gaout aotre rener skol Sant-Charlez hag ivez hini eskob Sant-Brieg, da grouiñ, e distro-skol 1896, kentelioù diret war ar brezhoneg ha pa zeuas an Aotrou Vallée da zigeriñ ar C'hlas kentañ brezhonek a zo bet graet biskoazh en hor Bro a Vreizh - en ur sal skol, e-pad an ehan-labour -, e oamp nav war ar bankoù (...) Prestik goude e teuas Poulpiquet, Savidan ha Symoneau, ar pez a reas daouzek, an daouzek Abostol, na petra 'ta ![2]

Kroaz ar Vretoned

Adal 1893 e veze savet gant Vallée, bep sizhun, pennadoù bihan er gelaouenn «La Croix des Côtes du Nord»  renet gant an ao. Delangle. C'hwec'h linenn warn-ugent e brezhoneg hepken beuzet en ur mor a c'halleg. Nebeut a dra a oa evel-just, met a-walc'h e voe an dra-se koulskoude da reiñ lusk da grouidigezh Kroaz ar Vretoned, ur gelaouenn sizhuniek holl-vrezhonek, e miz geñver 1898. Ar gazetenn-se, hag a vevas 22 vloaz dindan renerezh Frañsez Vallée, a voe a-bouez bras evit hor yezh. Meur a hini, skrivagnerien, vrudet pe zianav, ha Jaffrennou en o zouez, a embannas o skridou enni o reiñ ur vuhez lennegel d'ar brezhoneg e Bro-Dreger dreist-holl, hogen ivez e Leon, Kernev ha zoken e Gwened, betek 1920, goude ar brezel. Displegañ a reas ar rener kozh (60 vloaz e oa hepken) perak e yae ar gelaouenn da get : N'hall ket Kroaz bevañ mui, ker pounner ez eo aet ar mizioù d'he moulañ, ma n'hall ket kavout ar rener kozh, kaer en deus furchal pep korn e yalc'h, kaer o deus mignoned digas aluzennoù peadra da stankañ an toull. A zo gwazh, e yec'hed hag e nerzh a ya digantañ prim ha prim ha ne gav, gant drastus da Vreizh eo bet ar brezel, den ebet da reiñ dorn ha da gemer pal ar stur. Gant se e rank diskregiñ. Kenavo lennerien ger ! Kenavo ar baradoz. [3]

Met an diouer a arc'hant, yec'hed a rener o vont war fallaat n'int ket an abegou hepken o tisplegañ diskrog ar gelaouenn. En e eñvorennoù Vallée a skrivas : Ur penn kaoz all eo e tispleje ar garantez Vreizh hag ar pennadoù savet da zifenn ar yezh hag ar Vroadelezh d'an Eskob Morelle ha d'ar veleien divreizhek dindanañ [4]. Ha  Fañch Elies da lavarout : Pa soñjer pegen sellus en e gomzoù eo bet Frañsez Vallée, e veizer pegen ponner e tle bezañ bet levezon an eskob gallekaer. E ranker stagañ ouzhpenn he deus kavet Kroaz un enebiezh pennek e kement hini a felle dezhañ e ve degemeret rannyehig e barrez da yezh lennegel.[5]

Er bloavezh 1898 c'hoaz e kemeras perzh e krouidigezh Kevredigezh Vroadel Vreizh. An deiz-se e pouezas evit ma vefe krouet ur gevrenn «Yezh ha Lennegezh vrezhoneg» distag diouzh ar gevrenn «Yezh ha Lennegezh c'hallek». Asantet e voe ar mennad-se, war-lerc'h meur a dabut koulskoude, gant Vallée da rener ha Jaffrennou da sekretour. Ar gevrenn nevez-se a zeuas da vezañ pelloc'h Breuriezh-veur ar Brezhoneg gant Vallée, evel-just, da sekretour.

haut de page

[1]. Ur wech e oa...ur c'hrennard, un deskard, ur soudard,  Karaez,  1924, p  54.
[2]. Idem, p 58.
[3]. Kroaz ar Vretoned, 26-09-1920.

[4]. «Eñvorennou eur brezonegour», p 50..

[5]. Al Liamm, n°16, 1949, p.15.

Valid XHTML 1.0!