diwar-benn ar brezhoneg
Bep yaou da 19
e 30 evit an dud hag o deus
c'hoant da gaout un tañva deus ar yezh (Oulpan 1) gant KEVIN.
Bep meurzh da 18
e 30 - Live
2. Goude ur bloavezh studi pe
evit ar re a oar brezhoneg mat a-walc'h, evit mont pelloc'h (Oulpan 2)
gant BASTIAN.
Bep meurzh da 18
e 30 - Live
3. Evit peurechuiñ (Oulpan 3) gant MARIELLE.
Bez ez eus ivez abadennoù komzadenn (Bep yaou da 18e 30). An
dra-se zo evel just evit ar re a oar komz brezhoneg mui pe vui, goude
tri bloavezh studi lakomp, hag o deus c'hoant kaozeal. Brezhonegerien a
vihanig ha brezhonegerien nevez a vez kavet. Amañ
ne vez ket implijet un hentenn bennak; goulennet e vez d'an
dud nompas
ankounac'haat*
o zeod ha mat pell zo ! . An abadenn-mañ a zo
roet e prof deomp gant GWENNOLE.
Pep kentel a bad 1eurvezh hanter.
Ur wech an amzer e vez kinniget ur pred d'ar re a fell dezho komz brezhoneg. Pred ar vrezhonegerien a vez graet dioutañ. Tu zo da evañ ur banne, debriñ un dra bennak med ivez kanañ, kontañ istorioù fentus, dañsal ha me oar me, ha kaozeal gant ar re all e brezhoneg evel-just.
Un abadenn kaozeal a zo kinniget d'an dud bep gwener diwezhañ eus ar miz. Dre skouer e vo un abadenn d'an 22 a viz Kerzu. Pemp e oamp evit an abadenn gentañ e miz Here ha dek evit an eil abadenn e miz Du. Piv a oa a c'houlennit ?
Jakez, Mari Jo, Servane, Gwennole, Garmenig, Ernest, Andre, Yves, Bastian hag Erik. Plijus e oa ha komzet hor boa etrezomp. Ur c'hoari a oa bet : rannet e oa an dud e daou strollad ha goulennoù a bep seurt (douaroniezh, lennegezh, sportoù ha me oar me) a oa graet d'an eil gant egile.

