Deiz dizoleiñ ar glad.
Ar veaj diwezhañ hon eus graet a oa war dro ar vro Brekilien e miz Mae 2005. Ni a oa un hanter kant bennak en ur c'harr boutin. Gant LUKIAN RAOUL e oa bet aozet ar veaj ha kalz displegadennoù a veze gantañ evit lerc'h-mañ-lerc'h. Dedennus tre e oa neuze.
War roudoù ar strobineller Marzin e oamp. Goude bezañ tremenet dirak kastell Komper hor boa gwelet bez ar strobineller MARZIN ha da c'houde, tost e kichen e oa, Andon ar yaouankiz.
Lukian a lavaras deomp e oa anvet an andon-se evel-se rak gwechall gozh, e amzer ar gelted, e oa renablet ar vugale da vare o badeziant hag evit ar badeziant e oa implijet an andon. Pa oa c'hwitet gant un bugel bennak deiz ar badeziant e ranke neuze gortoz ar bloaz a zeu : setu perak, pa veze renablet gant an drouiz e oa gounezet gant ar bugel a benn ar fin ur bloaz.
Gwelet hor boa da c'houde iliz Trehorenteuc. Adnevezet e oa bet gant ur sapr beleg : an tad Gillard. Ar paotr-mañ ne oa ket deuet mad gant an eskob hag abalamour an dra se e oa bet kaset e Trehorenteuc. Ur seurt kastiz e oa peogwir ne oa ket aes d'ar mare-se tizhout Trehorenteuc, ha nebeut a dud a chome er gêriadenn. Rebechet e oa d'an Tad Gillard, dre skouer, da lavarout oferenn an anaon evit an dud en em zistruje. Digenvez e rankfe bevañ e Trehorenteuc. Evit an eskob e oa an diskoulm kas ar beleg eno. Levezon ebet en defe ar beleg en ul lec'h ken dizarempred.
E gwirionez muioc'h muiañ a levezon en do an Tad Gillard a-benn neuze. Divizet e oa bet gantañ nevesaat an iliz med evel-just evit an dra-se ne ranke bezañ berr en arc'hant. Un embregerezh a vo krouet gantañ e Trehorenteuc (troc'hañ ha gwerzhañ koad e oa, me gav din). Gounezet e oa bet gantañ arc'hant digant an dra-se ha dre-se e en doa gallet nevesaat an iliz. Kalz a labourioù a oa bet gret gantañ e-unan med deuet e oa a benn da gavout tud barrek evit labourioù all ha dreist holl ul livour. E-pad ar brezel e oa hag anat eo ne oa ket aes d'ober traoù evel-se. Un iliz o tiskouez meur a gredenn a oa bet fellet dezhañ ober hag an dra-se a vo graet gantañ. Kavout a reomp eta enni taolennoù, delwennoù ha traoù all awenet gant ar relijion kristen med ar re-mañ zo e touez traoù all awenet gant mojennoù Arzhur. War un daolenn ez eus tu da zizoleiñ, lakomp, ur sant hag ur marc'heg eus an daol grenn. Ne c'helle ket livañ hep patrom setu perak e veze implijet gantañ tud ar bourk evit an tudennoù livet. Ur voudig bennak a oa bet treset; e gwirionez e oa skolaerez ar bourk ha me a lar deoc'h ur fulenn e oa... An eskob en doa kavet an daolenn hudur hag en doa implijet an abeg-se evit kas kuit ar beleg da Baris.
An deiz a hiziv e teu miliadoù a dud gwelout an iliz se ha n'eo ket bet ankounac'haet na Tad Gillard nag e oberenn.
kendalc'het hor boa hor beaj ha gwelet hor boa kalz a traoù all kaer meurbed.

