KREIZENN ABHERVE
war ar bajenn-mañ e vez meneget ar pezh a zo war dro an emezeladur ha traoù evel-se
Evit mont da ezel hor c'hevredigezh e ranker mont e darempred ganeomp evel-just ha paeañ ur skodenn hiniennel 25 € (30 € dre diegezh).
Un skodenn hiniennel ispisial a zo ivez, skodenn skoazell a vez graet diouti, hag ar skodenn-mañ a goust 30 €. An dra-se zo goulennet digant an dud evit ma vefe un tamm aesoc'h kempouezañ hor c'hontoù (nag a boan war an tamm douar-patatez-mañ !)
Hervez an obererezh dibabet ez eus traou all da baeañ: da skouer, evit ar c'hentelioù brezhoneg e koust 100 € ar bloavezh (gant an dra-se e vez gopret ar c'helennerien hag a zo tud a vicher). Evit ar pezh a sell ouzh al laz-kanañ, e koust 30 € ar bloavezh a-benn kemer perzh e-barzh.
Evit mont e darempred ganeomp ez eus ur postel kreizenn.abherve@orange.fr.
Tu zo deoc'h pellgomz deomp ivez d'an niverenn-mañ :
02 96 78 37 13. Evel
just
ne vezomp ket er burev atav setu perak ez eus ur responter.