dielloù gwengolo 2005 - eost 2006
Ha petra
a vez lakaet amañ ? an dielloù
evel-just.
Plijout a ra din kempenn an traoù araok ar
vakansoù.
Ma, nevez ez eo traoù ar gevredigezh evit
ar poent ha
setu perak n'eo ket leun chouk c'hoaz ar follen-mañ.
Ne c'hellin ket dont, siwazh, d'ar veaj e Bro Gerne : kouezhet on on war ma fenn !
Petra 'zo choarvezet ? D'ar 24 a viz ebrel 2006 e oa. Me a oa gant ur c'hamalad din war an dachenn evit gounit ma zammik bara. N'eo ket tout labourat ha ni hor boa divizet mont d'an ostaleri da greisteiz. Brav e oa an amzer hag e kichenn an aod e oa an ostaleri. Plijus e vez labourat a-wechou. Debret hor boa bep un tamm pastez hag o c'hortoz silzig gant pato e oamp trankillig.;
O paouez kemer ur banne dour e oan ha leun chouk gant an dour e oa ma c'henou pa lavaras va c'hamalad un dra fentus kenañ ha me da lonkañ a-dreuz. Ne oa ket tu eveljust evidon da skopañ dirag an holl ha setu perak em boa klasket lonkañ an dour memestra, med an dra-ze ne glotae ket ha gwasoc'h gwasañ ez ae an trao ganin : ne c'hellen ket adkavout un nebeut a aer, o vougan e oan. Aet e oan diouzhtu etrezek nor an ostaleri med o simplan e oan : kouezhet e oan ha ne 'moa ket bet an tu da welout an diri : Gast, kouezhet war va fenn ha evit resisaat an traoù war ma fri ha ma c'henou. Gwad a oa pep lec'h, war va roched, war va bragoù . Kollet ganin daou zent a blije din-me kalz hag adkavet ur pezh mell fri ruz barrek evit ober ar meurlajez e Douarnenez.
Setu perak e choman er ger ha ne vo ket tu din-me da vont gant an holl re all e barzh ar c'harr-boutin. Diaes e c'hell bezan da gaout kenlabourerien hag a blij dezho lakaat ar re all da c'hoarziñ. A benn ar fin e kavan gwelloc'h tud a seurt-se memestra.
Amañ e vez kinniget deoc'h roll-dibun al lu'chskeudennoù graet a-hed ar bloavezh. (luc'hskeudennoù bihanaet )
Ur pred a zo bet d'an 16 a viz mezheven e kreizenn Abherve da 19e.
Plijus eo oa ha; Telenn gant Volenn, kannouenoù a bep seurt gant Chanig, Gwennole, hag an Itron Gohin eus ar gevredigezh Kalon-Plouha, un istor fentus gant Bastian, dansoù gant Garmenig ha Joselin ha me oar me. Trugarez ivez da germaine, ur plac'h fentus ganet war dro ar bloavezioù 1920 e bro Leon.
D'ar sadorn 27 a viz Mae 2006 e oa bet lidet digoradur Ti ar Vro Treger-Goueloù. Al laz-kanañ pe tud 'zo eus al laz-kanañ a oa aet du-se evit ober perzh er fest. al luc'hskeudennoù a zo amañ.
Aet eo Pierre-Yvon Tremel, senadour-maer Kawan d'an Anaon. Brezhoneger ampart anezhañ, en deus difennet ar brezhoneg par ma c'helle e Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor. Nevez zo c'hoazh en doa lakaet tout e bouez e raktres Ti ar Vro Treger ha Goueloù Kawan hag evit ma vefe digoret burev Ofis ar Brezhoneg ennañ. Laz-kanañ Abherve a oa gantañ evit lidañ an digoradur-se.
Bez ez tu da welout luc'hskeudennoù
amañ
(ar re graet gant Armelle)
Bez ez eus tu da welout luc'hskeudennoù
all
amañ (ar re graet gant Garmenig). Ar re-mañ
a zo bet lakaet e-barzh an teuliad graet tachenn an izilli
anezhañ.
D'ar sadorn 26 a viz du e oa ar brezegenn gentañ. Kolette JEHL an hini eo a rae war dro ar brezegenn-mañ. Diwar-benn an XVIII° kantved e voe kaoz. Ar brezegenn he doa padet 3 eurvezh. Mat tre e oa. Ni hor boa kroget dezhi war dro mare emsavadeg ar Paper timbr hag ar bonedoù ruz hag hor boa echuet war dro mare an Dispac'h. Peseurt darempredoù ' oa etre Breizh ha Bro C'hall med ivez peseurt darempredoù 'oa etre tud a noblañs ha tud all eus ar vro, da lavaret eo an Trede stad (labourerien-douar evit an darn vuiañ anezho med ivez bourc'hizien hag o doa c'hoant kemer ar galloud e-lec'h ar nobled, ar vourc'hizien ne oant ket laouen da baeañ muioc'h-muiañ a dailhoù, sevel a rae klemm pep lec'h) . Penaos 'ta eo bet diwanet e spered an dud lakaat ar galloud koz da gostez ?.
E gwirionez, bez ez eus un dra iskis en afer–se : ar Vretoned a oa troet war ar mennozhioù nevez hag ar pezh a oa bet degouezhet e Breizh en deus bet ul levezon vras war ar pezh a zegouezho e Bro C'hall e 1789. Daoust an dra-se, un tammik goude war-lerc'h an Dispac'h e vint kavet gant an dud evel tud spered warlerc'hiet ganto. Petra a oa c'hoarvezet neuze ? perak 'ta e oa bet cheñchet penn d'ar vazh.
D'ar
sadorn 18 a viz c'hwevrer e oa an eil abadenn he deus klasket
gwelout an afer-se a-dost.
Ha bez e vo un abadenn all,
d'ar sadorn 25 a viz meurzh, diwar-benn an XIXvet kantved armerzhel :
petra eo dra se a zonjit ? deuit 'ta ganeomp deskiñ an
dra-se.
Kalz traoù a zo bet divizet e-kenver emvod Kreizenn Abherve d'ar merc'her 25 a viz genver 2006 (18e30).
na zisonjit ket da lakaat ar son !
(Ma ne welit ket pelec'h klikañ bez ez eus tu d'ober en ur glikañ amañ )

