laz-kanañ KANOMP AR VRO
Tregont
kaner ha kanerez bennak a zo ennañ. Laz-kanañ
nemetañ en
Aodoù-an-Arvor o kanañ e brezhoneg hepken eo.
Kanañ a reomp kanaouennoù savet ganeomp ha
kanaouennoù hengounel.
Pleustradeg bep lun etre 18e30 ha 20e15 e Kreizenn Abherve (15 straed
François Menez, estaj kentañ). Evit resisaat un
tammik an traoù, ne vo ket abadennoù d'an
deizioù-mañ : 31/10, 28/11, 26/12, 02/01/2006,
27/02, 17 ha 24/04, 01/05.
Kregiñ a reomp ganti d'al lun 19 a viz gwengolo.
E penn al laz-kanañ : Jean ORIAC. Rener : Celestin ar Rouz.
Tri fal
Kanañ e brezhoneg evit brudañ ar yezh hag ar sonerezh hengounel pe nevez en degouezhioù a levenez, a glac'har, er vuhez kevredel.
Gwellaat an doare da ganañ kanaouennoù, dre vras gant peder mouezh.
Kreñvaat liammoù mignoniezh ha kenskoazellañ an izili (abadennoù-diavez, deiz-ha-bloaz, darvoudoù-tiegezhel...)
Un abadenn 'zo bet d'ar sadorn 18 a viz Mezheven en iliz Plerin war vor (22), da 20 eur 30. 4 laz-kanañ a oa pedet gant tud ti-kêr Plerin. Gant Kanomp ar vro e oa 2 laz-kanañ plerinad (Plena Voce renet gant Pascal Rault, ur strollad a-feson, ha «les troubadours» renet gant Bernard le Goff) hag ul laz-kanañ tregaegad (Vent d'Ouest renet gant Isabelle Guyonvarc'h).
Kanomp ar Vro en deus kanet (harpet gant un delennerez) :
- Met bez eus (pennad eus ar ganadeg Ur marc'h dall, skrivet gant J. Yrienn ha sonerezh gant R. Abjean
- Keklev ar Galv (hini ar gembreiz o harluañ etrezek an Arvorig gant ar manac'h Brioc)
- Diazezañ ur Gêr nevez (ma vez lec'hiet St Brieg evel-just )
- Setu deut an eured (gwer Ker Ys, hengounel breizek)
- Distro ar Gelted (skrivet gant Youenn Gwernig, ha P.Desbordes war dro ar sonerezh)

