ABHERVE
E vugaleaj
Ganet e voe Frañsez Vallée, d'ar 26vet a viz gwengolo 1860, e Lokmaria, e parrez Plounevez-Moedeg, e-kichenik Benac'h (Bro-Dreger). Unan e oa eus dek bugel Adolf Vallée, rener milin-baper Benac'h, ha Laora Trevidi, merc'h d'ur noter eus Kastellaodern. Gwelloc'h eo koulskoude lezel Vallée da gomz e-unan diwar e benn:
Penn-kef
ar Valleed a zo bet en
orfebourien deuet eus an normandi da ober e annez e Breizh-Izel, kent
amzer an Dispac'h. Dre zimezioù er vro e teujont abred da
vezañ Brezhoned a ouenn hag a yezh.
Va
zad a gomze mat ar brezhoneg.
An holl, a du va zad, a gomze brezhoneg eveltañ. Va zad kozh
en
doa studiet oberoù an ao. Gonideg. Va mamm gozh, genidik eux
Molenez, a gave diaes klevout digant Tregeriz gerioù gallek
a-seurt gant «mouchouer-godell»,
«bonjour»,
e-lec'h «lien-fri» ha «de-mat»
(...) A-du va
mamm, penn-kef an Drevedïed a oa gonideg er Gemene.
E vab,
bet desket war ar Reizh, a oa dastumer-telloù e-pad an
Dispac'h
(...) dastumet anoued gantañ, e varvas yaouank-flamm, gant
ur
c'hleñved-skevent, o lezel war e lec'h ur mab, a voe va
zad-kozh
a-berzh va mamm. hennezh a heulias roudoù e dad, a reas e
studioù war ar Reizh e Roazhon, hag a zeuas da
vezañ
noter. Gouzout mat a rae ar brezhoneg (...)
Va zad a zeuas eus Montroulez da
Lokmaria (...) war-dro ar bloaz 1858, o tegas gantañ
micherourien, paotred ha merc'hed, eus Montroulez, hag oll e oant
Brezhoned vat. Gant-se ne gleved nemet brezhoneg, koulz lavarout, er
vilin-baper
[1].
Deskiñ a reas yezh ar bobl ivez, gant bugale a-ziwar dro, o c'hoari bazh-dotu, ar saezh pe ar vatalm ganto. Seizh pe eizh vloaz hepken e oa ar bugel pe gavas ur skouerenn eus ar Barzaz Breiz hag e stagas da zeskiñ gwerzioù dindan eñvor. Dija e plije kalz dezhañ studi ar brezhoneg.
E studioù
Ne voe ket kaset ar paotr yaouank d'ar skol en abeg d'e yec'hed gwan. Setu perak e voe roet e gentelioù kentañ dezhañ (1874-1876) gant an ao. Durant, ur beleg a voe diwezatoc'h person Tredraezh ha kenlabourer Kroaz ar Vretoned. Goude se ez eas da Skol Sant-Charlez, da Sant-Brieg, hogen ne c'hellas ket studiañ a-zevri dre ma veze fallik atav e yec'hed. Mont a reas neuze da Roazhon, c'hoant gantañ kaout, evelkent, ur skrid-testeni bennak ret evit bezañ kelenner. Eno, diwezhat a-walc'h rak 24 bloaz e oa, e c'hounezas e vachelouriezh - gant ar meneg «Mat» koulskoude - hag, a-c'houdevezh, e aotreegezh war ar brederouriezh. E Skol-Veur Roazhon eo e kejas gant Jozeb Loth, ar yezhoniour gouiziek, a roe di kentelioù war ar yehoù keltiek. Klasket am eus ivez heuliañ kentelioù keltiek Loth, a skriv Vallée, nemet nebeut a c'hounid em eus tennet diouto, dre ma rae dreist-holl soniadouriezh. Koulskoude, goude tremen war ar brederouriezh, em eus desket kembraeg a-walc'h gant an ao. Loth ha heuliet gantañ diskleriadur oberoù ur romantour brudet a Vro-Gembre. Evel-se em eus desket un dra bennak diwar-benn ar yezh plaen.[2]
Neuze e savas e spered Vallée mont da gelenner ha, gant ar preder-se, e-pad ur pennad, e roas kentelioù e skolaj Sant-Visant Roazhon. Met re zister e veze e yec'hed evit bezañ kelenner koulz hag evit ren milin baper e dad. Abred e tilezas e vennozh goude ur barrad terzhienn-empenn hag e rankas distreiñ da Lokmaria da vevañ gant e dud.
Tremen a reas neuze e amzer vak o studiañ brezhoneg met, estreget labourioù ar Gonideg pe Troude hag evel-just ar Barzaz Breiz kavet gantañ o furchal en armel e eontr kozh, ne oa ket kalz levrioù er mare-se evit terriñ sec'hed-deskiñ ar paotr yaouank. Setu perak e'ch en em lakaas da fouetañ an hentoù, war droad pe gant kirri tro-war-dro Benac'h, met pelloc'h ivez a drugarez d'ar marc'h-houarn a oa c'hoaz nebeut anavezet. Dastum a reas evel-se, gant ur sonskriverezh-dre-rolloù, tonioù kanaouennoù an Uhel a zo bet tennet diwarno ul levr pouezus gant Maurice Duhamel hag ivez un toullad gerioù dibaot, implijet gant ar bobl diwar ar maez, ha lakaet gantañ war fichennoù.
[1].
«Eñvorennoù eur brezhonegour»
, Sterenn, niv 5, miz mae 1941, p.7-8
[2].
«Eñvorennoù eur brezhonegour»
, op.cit.,p.13.
