KREIZENN ABHERVE

Piv a oa Abherve ?

Kinnig a reomp amañ ul levrig skrivet gant Lukian RAOUL diwar-benn Frañsez Vallee anvet ABHERVE (embannet gant ar gevredigezh).


Raklavar gant Michel Dhainaut

Kreizenn sevenadurel Abherve a zo bet savet e 1962. Dibabet e oa bet kemer anv ur yezhadour ha geriadurour brudet, Frañsez Vallee (1860-1949), en deus bevet pell amzer e Sant-Brieg hag en deus gouestlet e vuhez da vrudañ ar brezhoneg.

Kreizenn Abherve a labour evit hor yezh, ar brezhoneg. Ober a ra ivez war-dro kement tachenn sevenadur hor bro (istor, kan, korolloù, tresadennoù kelt, glad an tisaverezh...).   Fellet he deus dezhi lidañ marv Frañsez Vallée, c'hoarvezet hanter kant vloaz zo, ha degas da soñj piv e oa an den-se a chom siwazh nebeut anavezet er-maez eus an Emsav.

Un nebeut studiadennoù a zo bet graet war Frañsez Vallée, dreist-holl gant E. Le Barzic ha H. Corbes. Ul labour a zo war ar stern, kaset da benn er Skol-Veur (Roazhon II), diwar-benn un den gouiziek, oberiant hag uvel.

Unan eus izili ar gevredigezh, Lukian Raoul, anavezet evit e labourioù war ar levrlennadurezh, en deus savet ar skrid divyezhek a ginnigomp deoc'h el levrig-mañ. E drugarekaat a reomp a greiz kalon.

Trugarekaat a reomp ivez tiegezh Vallée en deus hor skoazellet evit embann al labour-mañ, trugarez ivez da Yves Boca ha da v-Mari-Vadalen Prud'homme e bried, o deus prestet deomp skeudennou dianav.

Trugarez ivez da Skol Uhel ar Vro (Kuzul-Rannvro Breizh) ha da g-kuzul-departamant al Liger-Atlantel hag ivez da gêr Sant-Brieg evit bezañ roet deomp ur yalc'had.

Trugarez vras da g-Kuzul Departamant Aodoù-an-Arvor evit ar skoazell roet deomp evit kas da benn al labour-mañ.

Evit gouzout hiroc'h :


LUKIAN RAOUL

François VALLEE

"ABHERVE"

e vuhez, e oberennoù

Embannet gant Kreizenn sevenadurel Abherve evit lidañ hanterkantved bloavezh marv Frañsez Vallée

Pa vo krouet kreizenn sevenadurel vreizkek Sant-Brieg, er bloavezh 1962, e voe roet deomp kavot un anv dereat eviti. Un arouez o tiskouez splann diouzhtu  pal hor c'hevredigezh, da lavarout eo : reiñ lusk da sevenadur hor bro ha, da gentañ-penn d'he yezh, ar brezhoneg. Ne voe ket diaes an dibab rak, doiuzhtu, e teuas en hor spered anv Abherve, anv-pluenn ar geriadurour ha yezhadurour brudet Frañsez Vallée. Meur a dra hol lakas da soñjal ennañ met, dreist-holl, e labour diehan, e vuhez-pad, evit silvidigezh hor yezh. Ouzhpenn-se, daoust ma ne voe ket ganet e Sant-Brieg, e voe koulskoude ur Briegad o chom e-pad bloavezhioù hir er gêr-se, e stred Sant-Benead. Setu perak e voe graet « Oaled Abherve » eus hor c'hevredigezh deuet da vezañ, n'eus ket gwall bell, « Kreizenn Abherve ». 

Hanter-kant vloaz 'vo, d'an 3 a viz mezheven kentañ, ez ae da anaon Frañsez Vallée ha ne c'helle ket hor c'hreizenn chom hep degas da goun d'an holl eus ar Breizhad meur-se a zellezas bezañ lesanvet Tad ar brezhoneg.

Golo al levrig treset gant Serj Pineau
haut de page

Valid XHTML 1.0!